10
UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae 2010 1 AR C'HALAN, Reun (pseud.) A-bell hag a-dost : Danevelloù / Reun Ar C'halan. -- Dirinonn (Finistère) : Al Liamm, 2009. -- 364 p. ; 22 x 16 cm FB C7566 NOUVEAUTE AR GALL, David Hent Arkadius : danevelloù / David Ar Gall. -- Dirinonn (Finistère) : Al Liamm, 2010. -- 171 p. ; 22 x 16 cm. Gouzout a raemp e oa danvez skrivagnerien nevez e Breizh. Gant an tolpad danevelloù-mañ e kompreno al lenner emañ David ar Gall, gwenedour eus Bro-Pourlet, da vezañ lakaet e- touez ar re varrekañ ha soutilañ, ar re eo puilh o awen ha ouesk o fluenn. Lakaat a ra war-wel ur bed liesliv : a-wezhioù teñval ha du, livañ a ra bedoù kriz, amzerioù da zont goulazhet, bedoù pulluc'het, gant fent ur gwenedour evel-just. Gwezhioù all e vo trec'h ar vuhez, ar garantez. War hent Arkadius ne c'hell ket an enoe bout trec'h gwezh ebet... (4vet pajenn ar golo) FB C7582 NOUVEAUTE BEYER, Mich Etrezek an enez : romant / Mich Beyer. -- Lannuon [i.e. Lannion] : an Alarc'h embann., DL 2007 (29-Brest). -- 1 vol. (110 p.). Tamm- ha tamm e tigor Fant levr he buhez : bugaleaj, yaouankiz, oad gour, kozhni... Gant kizidigezh ha donezon e oar Mich Beyer kas al lenner a-hed gwenodennoù ur vuhez leun a garantez hag a vignoniezh, luskellet gant ar sonerezh hag ar mor. FB D3386 BEYER, Mich Teñvalijenn : romant / Mich Beyer. -- Lannuon [i.e. Lannion] : an Alarc'h embann., DL 2009 (29-Brest). -- 1 vol. (114 p.) : couv. ill. en coul. ; 19 cm FB D3605 NOUVEAUTE

Quelques romans en breton

Embed Size (px)

DESCRIPTION

Un neubeud romantoù

Citation preview

Page 1: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

1

AR C'HALAN, Reun (pseud.) A-bell hag a-dost : Danevelloù / Reun Ar C'halan. -- Dirinonn (Finistère) : Al Liamm, 2009. -- 364 p. ; 22 x 16 cm

FB C7566 NOUVEAUTE AR GALL, David Hent Arkadius : danevelloù / David Ar Gall. -- Dirinonn (Finistère) : Al Liamm, 2010. -- 171 p. ; 22 x 16 cm. Gouzout a raemp e oa danvez skrivagnerien nevez e Breizh. Gant an tolpad danevelloù-mañ e kompreno al lenner emañ David ar Gall, gwenedour eus Bro-Pourlet, da vezañ lakaet e-touez ar re varrekañ ha soutilañ, ar re eo puilh o awen ha ouesk o fluenn. Lakaat a ra war-wel ur bed liesliv : a-wezhioù teñval ha du, livañ a ra bedoù kriz, amzerioù da zont goulazhet, bedoù pulluc'het, gant fent ur gwenedour evel-just. Gwezhioù all e vo trec'h ar vuhez, ar garantez. War hent Arkadius ne c'hell ket an enoe bout trec'h gwezh ebet... (4vet pajenn ar golo)

FB C7582 NOUVEAUTE BEYER, Mich Etrezek an enez : romant / Mich Beyer. -- Lannuon [i.e. Lannion] : an Alarc'h embann., DL 2007 (29-Brest). -- 1 vol. (110 p.). Tamm- ha tamm e tigor Fant levr he buhez : bugaleaj, yaouankiz, oad gour, kozhni... Gant kizidigezh ha donezon e oar Mich Beyer kas al lenner a-hed gwenodennoù ur vuhez leun a garantez hag a vignoniezh, luskellet gant ar sonerezh hag ar mor.

FB D3386 BEYER, Mich Teñvalijenn : romant / Mich Beyer. -- Lannuon [i.e. Lannion] : an Alarc'h embann., DL 2009 (29-Brest). -- 1 vol. (114 p.) : couv. ill. en coul. ; 19 cm

FB D3605 NOUVEAUTE

Page 2: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

2

BODENES, Frank Kriz ar yaouankiz / Frank Bodenes. -- Brest : Emgleo Breiz, 2010. -- 103 p. : couv. ill. en coul. ; 18 x 13 cm. -- (Roll-diroll ; [6]) Evito da veza yaouank, bez' e hell an dud kaoud beh e-leiz… En o darempredou, en o labour, en o huñvreou… Poltredou yaouankizou en arvar eo e-neus livet Frank Bodenes amañ, paotred ha merhed a glask penn d'o zonkad, a stourm war ar pemdez, a gouez er gwallhuñvre, gwechou zo. "Luduennig" pe Abigail, Silvestrig pe Gregori, setu harozed Frank Bodenes, kamm-jilgamm o hent er bed modern. Fent da heul ive, mesk ha mignoniez, evel en danevellou "en va zamm lokennig plakoplastret" hag "a vil-ivern". Eur yez pinvidig ha c'hwek a zo d'ar skrivagner yaouank, a bed al lenner en e ved leun a ijin dihortoz.

FB D3674 NOUVEAUTE BOZEC, Jean-Christophe Attila e Cabrita / Jean-Christophe Bozec. -- Brest : Emgleo Breiz, DL 2009 (29-Brest). -- 1 vol. (218 p.) : couv. ill. en coul. ; 18 cm. -- (Roll-diroll) Eur vrennigenn staget ouz he roh : setu penaoz ema Fañch An Dorner, paotr yaouank (32 vloaz) o chom e ti e dud. Ken ne ouzont ket penaoz kas anezañ diwar-dro. Eur penn brao a zen eo hennez, med siwaz, kement studi bet boulhet gantañ a zo manet diechu, ha n'ema ket tost da hounid an disterra gwenneg… Poent kas ar vrennigenn da bega war eur roh all, da bell vro. N'eo ket tik Fañch gand an ide, med pa wel Izabel, plah an ajañs-veaji, ne zoñj ket pelloh ha mond a ra d'he heul da Gabrita, eun enezenn dizalh er meurvor Atlantel.

FB D3624

BRISSON, Kristian Lestr o hiraezh / Kristian Brisson. -- Pont-de-Buis (Finistère) : Hor Yezh, 2008. -- 164 p. ; 21 x 15 cm Konan, ar Mestr en doa dibabet sentiñ ouzh al lusk a veze debret e vuhez gantañ a-vihanik ha mont hep damantiñ e bourzh al Lestr, o sammañ warnañ mil mallozh ar bed stag ouzh ar vag-se.

FB C6971

Page 3: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

3

CAMPBELL, Jefig Pez 'oar ar baotred diwar-benn ar merhed / Jefig Campbell. -- Brest (Finistère) : Emgleo Breiz, 2009. -- 50 p. ; 18 cm Livre - gag constitué de pages blanches à remplir par les lecteurs. Petra 'oar ar baotred diwar-benn ar merhed e gwirionez ? Eur goulenn braz eo, zo bet klasket eur respont dezañ abaoe pell gand ar gwella spesialisted.

FB D3684 NOUVEAUTE DELANEY, Bryan Gouloù Salomon / Bryan Delaney ; troet diwar ar saozneg gant Malo Bouëssel du Bourg. -- Lannuon [i.e. Lannion] : an Alarc'h embann., 2009. -- 1 vol. (59 p.) : ill., couv. ill. ; 19 cm Salomon a zo anezhañ ul lampon pevarzek vloaz hag a vev en ul lochenn e biojoù ur gêr vihan. Kerzhet a ra betek plasenn kreiz-kêr gant e gi, e Vibl mastaret, ha kaouedadoù pintiged. Krapat a ra gant ur wezenn ha iwarni ec'h embann war ar groaz munudoù fallagriezh kuzhet kêriz. Gogeal a ra Salomon. Sevel a ra kanaouennoù ha prezegennoù ferv ha fentus war un dro, en ur varmouzañ gant dansoù feuls ar re a zo o pakañ o fegement gantañ. Met, a zeiz da zeiz, bep ma tispak e zonezonoù dreistwelour, e teu da vezañ dall gant ar banne. Daoust ha gallout a raio ar gumuniezh mantret ha mezhekaet pardonañ dezhañ bezañ bet he c'houstiañs fall...

FB D3699 NOUVEAUTE DENEZ, Per Kenavo ar wech all : Madalen ha danevelloù all / Per Denez. -- Lesneven : Hor Yezh, 2008. -- 99 p. : couv. ill. ; 21 cm Setu amañ, ur wech ouzhpenn, un dibab danevelloù faltazi – war-bouez an hini ziwezhañ : Gaston Jehannin – skrivet gant Per Denez en daou vloaz diwezhañ. Lec’hiet int holl en hor mare-ni hag e lec’hioù m’eo bet Per Denez o chom ur pennad mat a amzer – e Dax da skouer – hag en ur mare ma oa kaer an amzer ha tomm an heol. Ha derc’hel soñj n’emañ ket Dax pell diouzh ar mor… Istr a zo da gaout, ha n’eus ket gwelloc’h eget ur banne Jurançon – gwin ar vro – d’o c’has d’an traoñ. Dav kaout soñj : n’eo ket an dristidigezh a c’hell degas ar yec’hed en-dro.

FB C6950

Page 4: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

4

DORSEL, Henri Mervel eul lunvez / Henri Dorsel. -- Brest (Finistère) : Emgleo Breiz, 2008. -- 122 p. ; 18 x 13 cm. -- (Roll-diroll) "Mervel eul lunvez" : istoriou kriz aliez, fentuz ivez, a ziskouez gand eur biz didruez plegou ha displegou kalon mab-den… Ar garantez, ar vuhez hag ar maro, ar yez… An dipit hag ar choazou a ranker ober. Hag ar bed o trei, rod an amzer o kas he jeu ingal : paket om oll e-barz, ar re vraz hag ar re vihan. Istoriou berr, taolennaduriou munud ha beo-buhezeg. Tammou troh-buhez paotred ha merhed gwall-dost ouzom aliez. Danevellou e-neus bet embannet Henri Dorsel war "Brud Nevez" ha war "Al Liamm", hag eur romant evid ar re yaouank e ti "Keit vimp bev". "Mervel eul lunvez" a zo ar henta dastumad euz e zanevellou.

FB D3393 DUPUY, Yann Fulub Ar Roc'h ha danevelloù all = Le Roc et autres nouvelles / Yann Fulub Dupuy. -- Lannuon : An Alarc'h, 2009. -- 1 vol. (92-87 p.) ; 19 cm Bodet ez eus bet amañ istorioù berr : karantezioù diaes dezho dont da wir, bout sevenet, bout diskuliet, buhezioù foeltret gant an dilavar pe an argrediñ.

FB D3593 GERVEN, Yann Cheeseburger ha yod silet : danevelloù / Yann Gerven. -- Lannuon [i.e. Lannion] : al Liamm, impr. 2009 (29-Brest). -- 1 vol. (367 p.) : ill., couv. ill. en coul. ; 21 cm An darn vrasañ eus an danevelloù embannet en torkad-mañ a oa bet embannet er gelaouenn Al Liamm etre 1998 ha 2007. An ostaleri hanter-hent a oa bet embannet da geñver Gouel al Levrioù e Karaez gant Egin ha Triboluc’hañs a oa bet embannet gant ar Falz en e gannadig "Maen Lemmañ"... Ma ‘z eus anv eus Cheesburger en titl n’eo ket evit meuliñ ar bouedaj-se met abalamour d’ar yaouankizoù a zo kaoz anezho en torkad-mañ ha Yod silet abalamour d’ar rummad tud koshoc’h a gejer ganto aliezik a-walc’h ivez.

FB C7450

Page 5: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

5

GERVEN, Yann Tonkad kriz Tom Bruise / Yann Gerven. -- Lannuon [i.e. Lannion] : al Liamm, impr. 2007 (29-Brest). -- 1 vol. (87 p.) : ill., couv. ill. en coul. ; 20 cm Petra a c'hell ur paotr yaouank ober 'ta pa vez tapet en ur pred familh... selaou ragach ar re gozh, fistilh ar maouezed ha gortoz e vije fin d'an abadenn pe ober evel ma ra Thomas Broustal, hunvreal ha leuskel e spered da nijal hag itrikañ un istor spierien skrijus e kompagnunezh Tom Bruise ha Lucy-Anna....

FB C6919 GOUEDARD, Herve (1961-.... Liñvadenn Kastellaodren : ha danevelloù all / Herve Gouedard. -- Dirinonn [i.e. Dirinon] : al Liamm, 2009 (29-Brest). -- 1 vol. (399 p.) : ill., couv. ill. ; 20 cm N'eus ket da dortal, Herve Gouedard a oar kas al lenner d'e heul ha rannañ gantañ ar bed, intret a chaok, a enkrez, a zaeloù, difluket diwar e faltazi hag e ijin. Gant kalz ampartiz e oar itrikañ istorioù skrijus evel 'Liñvadenn Kastellaodren" ha lakaat anat ene trubuilhet e harozed evel en danevell "Stille Nacht" da skouer. An tudennoù krouet gantañ a zo tud, kig hag eskern anezho, renet gant o sorc'hennoù hag o c'hoantoù diroll, ha koll o furnez a reont pa fell dezho mont betek penn o mennad. N'int ket mestr ken war o amzer da zont ha koll a reont lies gwech. Diskouez splann lodenn deñval hon ene, diguzhat an tasmantaù a vag hon hunvreoù kuzh, furchal e don askre mab-den ha diskoachañ e wanderioù, sed aze perzhioù dibar skridoù Herve Gouedard.

FB D3667 NOUVEAUTE GWENN, Gégé An deiz hirgortozet / Gégé Gwen [i.e. Gwenn]. -- Montroulez [i.e. Morlaix] : Skol Vreizh, DL 2007 (29-Sant-Tonan [i.e. Saint-Thonan]). -- 1 vol. (318 p.) : couv. ill. en coul. ; 19 cm Diwanet 'zo aze ur sapre romant diwar bluenn Gégé Gwenn ! Diouzh un tu, un istor bet diwar ar stourmoù sokial bet savet er bloavezhioù 1980-81 e mengleuzioù pri-gwenn ar vro. Met ivez buhez rust ha kalet paotred ha merc'hed an Are, mignoniaj gwirion kenetrezo, ha sikan taer a-wechoù. Ouzhpenn, ur benntudenn mennet mat ha youlek, leun a nerzh ha kar-e-vro. Hag ivez un istor a garantez tomm-tomm, tomm-gor zoken. Kavout a raio amañ kement lenner e gont hag e voued en istor souezhus-mañ, kentelius kenañ e meur a geñver.

FB D3305

Page 6: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

6

HEMON, Roparz (pseud.) Hañvig Foar an Nec'h ; Un nozvezh hañv / Roparz Hemon. -- Lannuon : An Alarc'h, 2008. -- 52 p. ; 19 cm Un nozvezh hañv.Brav eo mont da foetañ bro war varc'h-houarn, brav ivez kaout bod e ti ur mignon kozh war bord ar mor ha koulskoude e c'hoarvezo un darvoud dic'hortoz a-grenn gant Ivon.

FB D3396 HUON, Ronan Danevelloù / Ronan Huon. -- [S.l.] : Al Liamm, 2007. -- 271 p. ; 23 cm En torkad-mañ e c'helloc'h lenn kement danevell bet skrivet gant Ronan Huon etre 1949 ha 2002, da lavaret eo eizh danevell warn-ugent. Taolenniñ a ra Ronan Huon hor bed deomp-ni. Gant ampartiz ur c'hizeller mein e laka war wel darnoù buhez tud ordinal: harozed n'int ket, gant o foanioù, o flijadurioù, o frederioù pemdeziek e vezont, hiziv an deiz, e Breizh pe e Breizh-Veur a-wechoù.

FB C6945 KAFKA, Franz (1883-1924) An treuzstummadur / Franz Kafka ; troet diwar an alamaneg gant Yann Talbot. -- Kemper [i.e. Quimper] : Embann. al Lanv, 2009 (29-Brest). -- 1 vol. (121 p.) : couv. ill. ; 19 cm Ur beure, en ur zihuniñ, en em gav Gregor Samsa, un beajour kenwerzh anezhañ, treuzstummet en un euzhvil. Neuze e krog evitañ ur vuhez nevez, ret dezhañ en em voazañ ouzh e neuz dic’hortoz, ret d’e dud, d’e amezeien, en em voazañ outañ. Alese e breder war tonkadur Mab-den, petra eo ar vuhez, petra eo bezañ den, daoust ha n’omp ket euzhviled e stumm pe stumm pep hini ac’hanomp ?Lakaet a-gostez eus e diegezh hag eus ar gevredigezh, sellet outañ evel ouzh ul loen rukunus ha n’eo ket mui evel ouzh un den, gant ar soñj eo deuet da vezañ un dra diezhomm hag ur pouez dic’houzañvus evit e dud, gloazet en e gorf hag en e ene en em lezo da vervel evit reiñ ar frankiz d’ar re a gare.Ha n’eo ket un heklev eus darvoudoù skrijusañ an ugentved kantved hon eus da glevout amañ ?

FB D3666 NOUVEAUTE

Page 7: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

7

KEDEZ, Koulizh Troioù-kaer Dom Lom / Koulizh Kedez. -- Sant-Kouled [i.e. Saint-Coulitz] : an Diaoul dieub, DL 2008. -- 102 p. ; 20 cm

FB D3500 KERGOURLAY, Guillaume Nouvelles de l'au-delà = Danevellou euz ar bed all / Guillaume Kergourlay ; encres de Nina Vidrovitch ; version bretonne de Rémi Derrien. -- Brest (Finistère) : Emgleo Breiz, 2009. -- 111 p. - Texte en français et en breton. – Na ped ano, na ped fas. E meur a vod e teu beteg ennom : eur sklêrijenn vrao, eur vriatadenn, eun dro-zañs ziweza, kurun ar fuzuliou… Marteze ivez eur valizenn goz, eun evn meurdezuz o nijal, pe eur prenestr digor. Memestra, farsadenn eul lezireg bennag, skuiz a-raog kregi ‘barz al labour, pe eun torr-penn koz, pradet dezañ e reor ?! N’eus oad ebed dezañ, na krog ebed warnañ. Fentuz e vefe ive ? Fentuz, ar maro ? Dioutañ an hini 'z eus kaoz. Gand Gwillou Kergourlez eo bet poltredet, fent, parfeded hag all, ha dre an eiz danevell-mañ e ro deom da zizolei pegen ampart eo d’ober gand an drajedienn kerkoulz ha gand ar bourd, ‘vel zo dleet d’eur saver peziou-c’hoari.

FB C7347 KERMOAL, Pierrette Hunvre d'an Hollsent / Pierrette Kermoal. -- Landeda : Aber, 2008. -- 93 p. ; 20 cm

FB D3594 KERVELLA, Goulc'han E vrennigenn ziwezhañ : danevelloù / Goulc'han Kervella. -- [Ar Releg-Kerhuon] : an Here ; [Brest] : "Al Liamm" : an Here, 1999. -- 173 p. ; 19 cm Goude bezañ bet medesin ha tremenet e dezenn doktorelezh en deus Goulc'han Kervella dibabet ober ar vicher-c'hoariva, gant Strollad ar Vro Bagan. Darempredet en deus graet kalz a dud, klañv gant o c'horf hag o spered. Skiant en deus dastumet en o zouez. N'eo ket souezhus en dije, war-lec'h Lara, savet un toullad danevelloù all o tennañ da gleñvedoù pe medisinerezh. Gant tud ha darvoudoù gwir int awenet, kemmesket gant an huñvreoù hag ar faltazi.

FB D3507

Page 8: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

8

LE GALL, Hervé Koulz ar c'hastrilhez / Hervé Ar Gall. -- Lannion (Finistère) : Al Liamm, 2008. -- 232 p. ; 22 x 16 cm -Texte en breton. Lec'hiet eo eil romant Herve ar Gall e Breizh hag e Bro-Anjev d'ur mare ma oa reuz bras dre ar vro, da vare an IIIe Republik (etre 1794 ha 1800). Emsavadeg a oa bet un tamm e pep lec'h dre ar vro a-enep ar Republik, a-enep ar Re C'hlas. Ar Chouanted a oa niverus o armeoù ha renet e oant gant tud taer ha dizaon: Kadoudal, Boishardy, Roue Begnen, Markiz ar Rouari.

FB C6970 LOEIZA AR MELINER Àr bont ar velin / Loeiza ar Meliner ; skeudennet get Raoul Perrin... ; troet e galleg get Meriadeg Herrieu.... -- [Perros-Guirec] : Anagrammes, cop. 2009. -- 1 vol. (221 p.) : ill., couv. ill. ; 23 cm E Ar Bont ar Velin ema tolpet ar sorbiennoù ijinet get an hani he doa kemeret da anv pluenn Vedig an Evel, diàr anv ur wazh a dreuz kornad Baod. Donet a ra truez ha fars d'an den, a bep eil, é lenn an istoerioù-mañ, lod gwirion, lod arall burzhudus, mand eo taolennet buhedigezh an dud àr ar maezoù gwezharall. E skritur a-gozh ar gwenedeg eh oa bet embannet ar sorbiennoù-mañ a-gentañ get an dastumadenn Dihunamb, kaset get Loeiz Herrieu, he gwaz. Tolpet e oant bet en ur levr embannet e 1938.

FB C7584 NOUVEAUTE

LOSSEC, Hervé Friko Yannig Pennkaled : romantig / Hervé Lossec. -- Brest : Emgleo Breiz, DL 2006 (Paris). -- 1 vol. (90 p.) : couv. ill. en coul. ; 21 cm Eul lizer digand ar plahig kaerra 'zo er vro ? Eñ, Yannig Pennkaled, bet keid-all e pañsion e ti ar Frered, hag a oa bet sanket kement a draou en e spered diwar-benn ar merhed… Eur hleñved spontuz eo ar c'hoant dimezi, 'toare. Setu m'en em gav an devez braz, devez ar friko, friko Yannig Pennkaled.

FB C6981

Page 9: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

9

MADEG, Mikael Okinita / Mikael Madeg. -- Brest (Finistère) : Emgleo Breiz, 2010. -- 54 p. : couv. ill. en coul. ; 18 cm. -- (Roll-diroll) Eun disparti etre priedou ? Beza skarzet deuz e labour ? Ma, kement-se toud a hell rei lañs adarre d'an nen. Evel-se e-neus komprenet Yann e-noa barregeziou n'e-noa ket kavet implij dezo beteg-hen... O kinita e vez bremañ... Ha berz, ma doue, ken ne hell ket basta d'an oll houlennou !

FB D3685 NOUVEAUTE MADEG, Mikael Bale, n'eo ket dale... : danevellou / gant Mikael Madeg. -- Saint-Thonan : Embann Kêredol, 2005. -- 149 p. ; 21 cm

FB C6713 MIKAËL, Yann An emgav chanter ha danevellou all / Yann Mikael. -- Tréflévénez : Imbourc'h, 2008. -- 279 p. ; 21 cm

FB C7524 PICHON, Ronan Diweza beaj kolomban / Ronan Pichon ; troet gand Lan Ruz. -- [Brest] : Emgleo Breiz, DL 2007 (Paris). -- 1 vol. (46 p.) : couv. ill. en coul. ; 18 cm. -- (Roll-diroll) Kermarheg ne ray ket koz krohen ken. O vond d'ober e dro Vreiz diweza ema. Gand-se, marteze 'h eo erru poent klask tenna eun dra bennag dioutañ, 'soñj ket deoh ? N'eo ket Kermarheg euz an douristed a vez gwelet o pourmen e Breiz e-kerz an hañv. Med e fin an hañv, a-raog ar miziou du, e vez teñval an noz 'kostez Kemper. O vond ema war-du ostaleri ar porz, en eur ruza war e lerh eur valizenn ponner-mad ha karget fall. Stumm eur zoudard kollet a zo gantañ. Eur realizatour-tele a fizier ennañ sevel eun abadenn diwar-benn ar hoz Breiz atao-ze. Diredeg a ra ar gazetennerien war-dro. En em ganna a reer en ostaleri. Eur poullad gwad a zo bremañ war al leur. Setu amañ dua skeudenn istor eun den, peadra da strafuilla an oll.

FB D3397

Page 10: Quelques romans en breton

UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG Mae

2010

10

POUCHKIN, Nikolaï Aleksandrovitch An damez pikez / Aleksandr Pouchkin ; troet diwar ar galleg gant Jakeza Al Lae. -- Montroulez [i.e. Morlaix] : Skol Vreizh, 2009. -- 1 vol. (70 p.) : couv. ill. en coul. ; 19 cm E Sant-Petersbourg, en XIXvet kantved, e vez c'hoariet kartoù kenken. Hermann, ur soudard berr-arc'hant, a blijfe dezhañ ober krazadenn. Ha just a-walc'h e teu da c'houzout he deus un itron gozh ur sekred : gouzout a ra homañ pere eo an teir c'hartenn drec'h ! Penaos e c'hallo-eñ kaout ar sekred-se ? N'eus ket diouer a ijin gant Hermann ha prest eo ar paotr d'ober e seizh gwellañ. N'emañ ket engortoz divizout gant un tasmant, avat !

FB D3668 NOUVEAUTE RIVAS, Manuel Teod ar balafenned : danevellou / Manuel Rivas ; troet gant Mark Kerrain. -- Lannuon : an alarc'h, 2009. -- 51 p. Sonerezh Galiza zo anavezet e Breizh, he lennegezh avat n’eo ket. Poent e oa kavout ul levr gant danevelloù eus ar vro-hont, ha n’haller ket kinnig gwelloc’h eget danevelloù Manuel Rivas, ur skrivagner brudet en e vro; Komz a ra deomp eus e bobl, labourerien, esketaerien, ha divroidi, doujañs ennañ ouzh an dud reuzeudik, kalet ha bresk war un dro, prest da dec’hel en o hunvreoù. Komz a ra deomp eus karantez, ouzh an dud evel ouzh ar vuhez, en tu all da gorventennoù an ebr hag an Istor. Ur film zo bet savet gant an Teod ar balafenned e 1999.

FB D3676 NOUVEAUTE